en hon oll izomou, mar queromp en em adressi dezan gant feiz er myster-ma ; d’an eil, evit continui bemdez var an auter ar sacrifiç en deus offret ur veich anezan he-unan var ar groas ; ha d’an trede, evit servijout da vagadurez spirituel d’hon eneou er bed-ma,
An ilis ara ive ur procession solennel d’ar memes poent, eleac’h ma ve douguet ar sacr dre ar ruiou ha dre an henchou public, evit celebri an triomph eus ar victoar en deveus gret Jesus-Christ dezi da c’hounit var an adversourien eus ar myster-ma. Rac ar procession-ma so ur voyen excellant pe veus a hini en em servij an Ilis evit disquez patant penaus e triomph ar virionez var an errol, evit rei ur vez hac ur gonfusion nevez d’an heretiquet ha d’an dud fall ha lihertin, pere so ohlijet da stoui d’an daoulin en presanç an hini ma refusont he adori er sacramant ; hac evit rei d’ar guir gristenien joa, consolation, exempl-vad hac occasion da zisquez a nevez flamm bep bloaz ur merq hac un desteni public eus ar feiz, an anaoudeguez, ar garantez hac ar respet gant pehini ec’h adoront Jesus-Christ er sacra-mant adorabl-ma.
Evit solennisa ervad eta gant hor mam santel an Ilis ar gouel bras-ma, e tleomp da guenta en em dispos dre ur gonfession vad da receo ar sacramant adorabl-ma er gommunion, assista devotamant er servij divin, ha beza parfet ha modest er procession, o font evel criminalet da heulia Jesus-Christ hon roue triomphant, pehini a vezo douguet en hi gant quement a bomp hac a appareil ; d’an eil, netaat an andrejou hac orni gant un dra bennac hervez hor gallout an henchou e1eac’h ma tremeno hor Salver benniguet, evit renta dezan ar respet hac an enor exterieur-se, da viana ; d’an drede, goulen pardon outan humblamant eus an oll immodestiou hac irreverançou hor be commetet en he bresang en Ilis, hac eus hon oll distractionou en oferen epad ar bloaz,