Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/293

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
Instruction evit Gouel-Ian.


abalamour ma oe ganet en stad a c’hraç, eleac’h ma vez ganet ar vugale all en stad a bec’het, pa zeuont er bed-ma gant ar pec’het original ; hoguen sant Ian a oe purifiet diouz ar pec’het-se abarz ma oe ganet, pa oe santifiet en cof he vam dre ar bresanç eus hor Salver hac eus he vam ar Verc’hes Vari, pehini evel ma e devoa concevet Map Doue, a ieas da renta bisit da santes Elisabeth d’an impoent ma oa brases var sant Ian.

An deiz eus a c’hinivelez ar vugale-all a dle beza consideret evel un devez a zaëlou ha non pas a joa, abalamour ma vezont ganet er pec’het; evel-se ive an Ilis ne ra gouel ebet d’an deiz ma vez bet ganet ar sænt all, nemet epquen d’an deiz ma vezont bet maro ; dre ma consider an deiz eus homaro evel an deiz eus ho guir guinivelez, pa’z eo d’an deiz-se eo e vezont ganet er barados. Ne ra’ta an Ilis ar gouel nemet eus an deir guinivelez pe nativite pere so bet santel er bed-ma, da ouzout eo, an nativite eus hor Salver, an nativite eus he vam ar Verc’hes hac an nativite a sant Ian-Vadezour.

Sant Ian a so galvet Badezour, abalamour ma en devoe an enor da vadezi hor Salver er rivier Jourdren, eleac’h ma vadezi ive ar Iudevien evit ho dispos d’an donediguez eus ar Messias : rac ar vadiziant-se a roe sant Ian n’edoa nemet ur ceremoni dre pe-hini e tisqueza d’ar Iudevien penaus [e] [1] tlient en em voalc’hi diouz ho fec’hejou dre ur guir binijen, evit en em zispos da receo ar Messias hor Salver. Galvet eo ive sant Ian ar precurseur, pehini so ur guer hac a sinifi redec pe guerzet araoc, abalamour ma oa deut araoc Jesus-Christ evit he anonç hac he zisquez d’ar bobl, bac evit ober dezo en em brepari dre ar binijen d’he receo ervad. Evelse e lavare dezo : Preparit an hent d’an Autrou ; hac hen disqueze dezo gant ar bis : Chetu ahont, emezan, Oan Doue, pehini so deut da effaci pec’hejou ar bed : Eccè Agnus Dei, eccè qui tollit peccata mundi. Ar c’homsou-

  1. Moullet : et.