Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
Instruction evit Gouel-Ian.

horrol bras o veza ganet er burete, hac o cundui ur vuez pur evel un Æl en desert, hac o veza bet erfin lequeet d’ar maro evit souten ar burete. Hac evel ma reprenas hardimant ar roue Herodes eus ar vuez impur a gundue gant ul laon fall a voa en he guerz, e oe dibennet abalamour da se. Hor besit ivez eta un horrol bras ouz an impurete, hac ur sourci particulier da gonservi ar burete, pa gouste deomp hor buez memes, o lavaret, pa vezint tentet enep ar vertuz-ma : Autrou sant Ian, ma sicourit ; rac ur c’hredit bras en deveus ar sant ma dirac Doue.


instrtuction evit gouel per ha paul.

Hlrio hon eus ar gouel bras eus an ebestel eürus sant Per ha sant Paul, abalamour ma oent lequet d’ar maro er memes deiz-ma, pehini eo an navet-varnuguent a Vezeven.

Sant Per a voa bet ur pesquetaer paour, hac a voe choaset gant hor Salver da veza he viquel var an douar hac ar pen eus an Ilis universel, ha da rei dezan an alc’hueziou a rouantelez an eê ; ar pez a zisquez deomp peguement e car hor Salver an humilite hac ar simplicite, pa en deus fontet an Ilis var sant Per pehini a voa eus a ur gondition quen isel. Sant Per eta eo bet ar c’henta viquel da Jesus-Christ hac ar c’henta pab en Rom, eleac’h ma oe crucifiet, he ben da isela, ha he dreid da huela, evel ma her goulennas dre humilite, oc’h en em estimout indîn da veza crucifiet er fæçon-ma oe crucifiet he vestr quer hor Salver.

Sant Paul a voa bet er gommançamant un enebour hac ur persecuteur bras d’ar gristenien ; mæs adal ma oe convertisset, e prezegas an Aviel gant ar c’hourajussa ha gant ar muia souffrançou en peb bro, hac er fin e eo dibennet en Rom d’ar memes bloaz ha d’ar memes deiz ma oe crucifiet sant Per