Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/297

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
277
Instruction evit Gouel Per ha Paul.

mou hac an heresiou, da obteni digant Doue conversion an huguenotet, hac ar c’hraç deomp da gaout esquibien ha beleien vad, evit hor meinteni er feiz hac en doctrin christen pehini ho deveus desquet deomp divar goust ho buez, ha da imita ar feiz gre, ar fermete hac an devotion p’eveus a re ho deveus roet deomp an exempl ; hac erfin derc’hel un devotion particulier dezo, evit ma obtenint deomp ar remission eus hor pec’hejou, ha ma hon assistint en heur ar maro : en intantion-ma e c’hallimp bep mintin ha bemnoz lavaret devot ar Gonfiteor dre pehini en em recommander particulieramant d’an ebestel eürus sant Per ha sant Paul, pere eo porzerien ar barados.


INSTRUCTION EVIT GOUEL
An Assomption eus ar Verc’hes Mam Doue.

ER pemzecvet devez a vis Eost e celebr an ilis gouel an Assomption eus ar Verc’hes. Ar guer-man Assomption a sinifi diguemer, abalamour ma oe ar Verc’hez Vari goude he maro diguemeret ha recevet en eê, ha curunet gant Doue rouanes d’an Ælez ha d’an dud da guenver an deiz hirio ; en hevelep fæçon ma reer en deiz bras-ma tri gouel en unan d’ar Verc’hes : ar gouel eus he zremevan eürus ar vuez-ma d’ar vuez eternel, ar gouel eus he diguemer hac he antre triomphani en eê, hac ar gouel eus he c’hurunamant er c’hloar ; ha rac-se brassa gouel a solennis an Ilis hed ar bloaz d’ar Verc’hes, eo he-ma.

Pa varvas ar Verc’hes, e lavarer penaus edo, er guer a Jerusalem o chom en ti sant Marc, eleac’h ma creder ec’h instituas hor Salver ar sacramant adorabl, hac e tisquennas ar Speret Santel d’ar Pantecost var an ebestel. Avertisset oe gant un Æl eus he maro, hac exceptet sant Thomas, en em gafas an oll ebestel hac an darn vuia eus an dud apostolic var ho