maro, peguement-bennac ma oant pell bras diouthi : sant Denes Areopagit oe unan eus an dud apostolic-ma, evel ma en deveus-en leset he-unan dre scrit. Goude ma e devoa ar Verc’hes eta testamentet he dilladigou paour da blac’het devot, ha roet he benediction d’an oll assistantet, e rentas he ene gant douçder ha gant carantez da Zoue, hep poan ebet, evel pa falvize dezi cousquet. Hor Salver a zeuas neuse d’he diguemeret evit he c’hundui d’ar barados en compagnunez un infinite a Ælez pere a oe clevet o cana, pa oe douguet he c’horf d’ar bez. An dradition a laca penaus da ben tri dez goude, e ressuscitas evit mont corf hac ene da jouissa eus ar c’hloar, eleac’h ma oe placet gant an tri ferson eus an Dreindet var an tron huela dreist an oll re eürus, ha curunet rouanes an eê hac an douar. Rac sant Ian Damascen a scrif oa ur santimant comun etouez an tadou santel penaus sant Thomas o veza erruet tri dez goude he enterramant, hac o veza desiret guelet he c’horf sacr, e tigoras an ebestel ar bez evit ar sujet-se, ha n’er c’hefsont quet ebars : ar pez a roas dezo da gridi penaus oa ressuscitet ha pignet en eê corf hac ene, evel ma er c’hredomp oll ive communamant evit cals a ræsonou pere so fontet mad.
Ar pez a dleomp da gonsideri er gouel bras-ma principalamant, eo ma e bet exaltet ha glorifiet ar Verc’hes diouz-ma e bet ive en em humiliet. Exaltet ha glorifiet eo dreist ar c’heuriou eus an oll Ælez, evel a gan an Ilis hirio, abalamour ma e bet an humpla hac ar barfeta eus an oll grouadurien. Evelse ive e teu an llis da renta dezi ur c’hult hac un enor pehini ne aparchant nemet outi evel Mam da Zoue. Instituet e deus seiz gouel principal er bloaz (hepquen ar goueliou all pere ne d’int quet quen notabl), evit he enori ; ouspen ma e deveus destinet un devez er sizun, pehini eo ar sadorn, en memor anezi, ha ma recit en fin peb-unan eus he ofiçou divin bemdez un antiphonen pe ur c’hantic en meuleudi de-