zi. Nac a bet ilis hac a chapel a so consacret ha dediet en he hano hi ? Hac en so templ ebet so-quen a guement na ve un anter bennac ebars en enor d’ar Verc’hes.
Dre guement-se oll e teu an Ilis d’hon exorti, ha particulieramant er gouel bras-ma, d’en em adressi d’ar Verc’hes gant ur fizianç hac un devotion ar vrassa oc’h en em lacat dindan he frotection. Abalamour da-se e reer partout dre Franç ur procession solennel en deiz-ma eus he Assomption, evit satisfia d’ar vœeu a reas ar roue Loïs XIII, pehini, gant un devotion dreist ordinal en andret ar Verc’hes, en em vouestlas dezi, o lacat he vugale hac he oll rouanteles dindan he frotection, hac e pedas humblamant an oll breladet a Franç da ordren ma vise great partout dre ho escoptiou ar procession general-ma en enor d’ar Verc’hes bep bloaz ; ar pez so bet renouvelet gant Loïs XIV ha Loïs XV diveza maro. Ha rac-se hon eus un obligation particulier da assista oll gant un devotion hac ur vodesti bras er procession-ma.
Hoguen evit meritout ar brotection eus ar Verc’hes, e tleomp lacat hor poan da imita he vertuziou principal, evel ma’z eo, da guenta, he humilite, oc’h en em estimout nebeutoc’h eguet ar re-all, hac hep dont d’en em excus en hor fautou ; d’an eil, he furete a galon, oc’h en em breservi diouz ar pec’het marvel ha diouz an affection memes d’ar pec’het veniel ; d’an trede, he furete a gorf, oc’h en em gonservi ervad diouz ar pec’hejou control d’ar chastete, quen dre sonj, quen dre goms, quen dre action, hac o tec’het pell diouz an occasionou anezo ;. d’ar pevare, he faourentez, o tisprisout ar brasderiou hac ar madou eus ar bed-ma hac o caret ar beorien, hac erfin he abandon da brovidanç Doue, oc’h en em resina d’he volontez hep en em chagrina, nac en em impatianti en hon adversiteou. Mar d’och devot d’ar Verc’hes, ne deus quet izom d’hoc’h avertissa da iun derc’hent ar gouel-ma, ha da dostaat enna ouz ac sacramanchou gant un devotion vad.