Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/300

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
280
Instruction evit Gouel an Nativite.

instruction evit gouel an nativite
Eus ar Verc’hes Vari mam da Zoue.

EN eizvet devez a vis Guengolo e celebr an Ilis ar gouel eus an nativite pe a c’hinivelez ar Verc’hes Vari, da lavaret eo, an deiz ma oe ganet miraculusamant pur ha neat a bec’het, eus a sant Joachim hac a santes Anna, pere oa he zad hac he mam, hac a voa eus a lignez ar roue David, peguen paour bennac ha peguen dister bennac oant er bed. Eet oant emeas a oad da gaout bugale ; rac hor Salver ne de quet en em gontantet da choas epquen ur vam guerc’h, talveset e bet dezan ouspen e sortize he vam eus a zaou zen oajet, pe en re e vize maro an inclination da blijadurez ar c’hic, evit ma vize ar conception hac an nativite eus ar Verc’hes he Vam quent un œuvr eus ar c’hraç eguet eus an natur. Dre ar vertuz vras hac ar santelez eus ho buez e veritas Sant Joachim ha santes Anna beza tad ha mam d’ar Verc’hes ; rac ret eo e ve excellant ar vezen, evit douguen ur froez excel1ant ivez. Ar pez a zisquez d’an tadou ha d’ar mamou penaus, mar fell dezo e roe Doue dezo bugale vad, e tleont beva ervad ivez ho-unan.

An Ilis a zeu da solennisa ar gouel-ma eus a nativite ar Verc’hes, da guenta, evit enori ar Verc’hes en he antre pur hac eürus er bed-ma; ha d’an eil, evit trugarecat Doue d’he beza digacet er bed evel ur verelaouen hac ur goulaoui-deiz d’hon rejouissa. Rac evel m’az eo ur goulaoui-deiz ar fin eus an nôz hac ar gommançamant eus an deiz caër, ar Verc’hes ivez eo bet ar fin eus hon tristidiguez hac ar gommançamant eus hor joa ; hac evel ma teu ar verelaouen araoc an heol, eo bet deut ive ar Verc’hes araoc an heol a justiç hor Salver, pehini a dlie chasseal an devalijen eus ar pec’het divarnomp, hac hon dilivra diouz an nôz eus ar maro eternel. Quement-se