Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/301

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281
Instruction evit Gouel an Nativite.

so represantet en antiphonen a gan an Ilis hirio d’ar Magnificat, pehini a gueffot en mis Guengolo, en renq oræsonou ar goueliou.

Intantion an Ilis er gouel-ma eo ma teuemp da enori ha da imita ar santelez eus ar Verc’hes, o lacat bor poan, evelthi, d’en em renta dîn da receo Jesus-Cbrist ennomp, o veva da viana exant a bec’het marvel, evel ma e deveus-hi bevet ezant a bec’het veniel, o cundui ur vuez paour hac humbl, ha cuzet ouz ar bed, hac occupet ato en Doue hac en devotion. Erguis-se ivez e tleomp tec’het diouz an antreteniou inutil eus ar bed, sevel alies hor speret hac hor c’halon etrese Doue, hac en em occupi ato en hon dever hac en hor servij hervez hon c’hondition. Mæs ar pez a so da veza remerquet muia er santelez eus he buez, eo ar bromessa pehini a reas da Zoue ar grouadurezic vian da viret epad be buez be virjinite ; ar pez eus a dra ne oe guelet biscoas exempl ebet bete neuse, evel ma hen remerq an oll tadou ancien. Mar fell deoc’h eta en em renta agreabl d’ar Verc’hes, e renquit dreist peb tra caret ar burete, ha tec’het gant un horrol bras diouz quement a ve caus deoc’h da goll ar vertuz-se.


EVIT GOUEL AR CONCEPTION
Eus ar Verc’hes, en eizvet devez a viz Querzu.

AN instruction diaraoc a ell servijout ivez evit ar gouel-ma eus a Gonception ar Verc’hes, en pehini e teu an Ilis da enori ar momet quenta eus he buez, ma voe concevet en cof he mam, exant a bec’het original, gant pehini e vez concevet ar vugale all oll. Ac’hano eo n’e deveus bet biscoaz [ar] [1] Verc’hes santel an distera inclination d’an droug ; rac ar c’hrisien eus an inclination maleürus-se, eo ar pec’het original. Speret an Ilis eta er gouel-ma eo enori ar momet quenta-se a santification ar Verc’hes

  1. Moullet : var.