Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/333

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
evit Laudes.

Rac ar voul eus an douar en deveus rentet quer ferm na chenjo quet a blaç.

Ho tron, va Doue, a voa preparet a-ziaguent, rac c’houi so a viscoas.

Ar rivierou ho deveus savet, Autrou souveren ; ar rivierou ho deveus savet ho môez evit ho meuli.

Ar rivierou ho deveus gorroet ho gouagou ; hac a teuont d’ho clorifia dre an trouz eus ho dour bras.

Admirabl eo ar mor oc’h en em sevel pa ve courroucet ; mæa an Autrou Doue so admiraploc’h cals er pex a dremen a-ziouz omp en evou.

An desteni a ro deomp peb tra eus ho majeste infinit, va Doue, a so credabl dreist vuzur : ha quement-se a dle hon angaji da renta deoc’h un enor santel en ho temeuranç epad hor buez.

Gloar d’an Tad, ha d’ar Map, ha d’ar Speret Santel... Ar c’hloar a voa a viscoaz, ra vezo brema ive d’an tri ferson eus an Dreindet.

Evellen bezet grêt.

Etenim firmavit orbem terræ : qui non commovebitur.

Parata sedes tua, Deus, ex tunc : à sæculo tu es.

Elevaverunt flumina, Domine : elevaverunt flumina vocem suam.

Elevaverunt flumina fluctus suos : à vocibus aquarum multarum.

Mirabiles elationes maris : mirabilis in altis Dominus.

Testimonia tua credibilia facta sunt nimis : domum tuam decet sanctitudo, Domine, in longitudinem dierum.

Gloria Patri et Filio : et Spiritui Sancto.

Sicut erat in principio et nunc et semper : et in sæcula sæculorum.

Amen.

Ant. Mari a so bet diguemeret en eê : an Ælez en em rejouis, hac a ro meuleudi ha benedictionou da Zoue evit ar sujet-se.

Ant. Ar Verc’hes Vari.

Ant. Assumpta est Maria in cœlum, gaudent Angeli, laudantes benedicunt Dominum.

Ant. Maria Virgo.