Pedomp.
AUtrou Doue, pardonit, ni ho supli, d’ho servijerien ho fec’hejou ; evit d’ar fin, evel na ellomp quet plijout deoc’h, dre hon actionou, ma vezimp salvet dre an intercession eus a Vam ho Map hon Autrou Jesus-Christ, pehini, o veza Doue, a vev hac a ren gueneoc’h en unite ar Speret Santel epad an-oll eternite. Evellen bezet grêt. |
Oremus.
FAmulorum tuorum, quæsumus, Domine, delictis ignosce, ut qui tibi placere de actibus nostris non valemus, Genitricis Filii tui Domini nostri Jesu-Christi intercessione salvemur. Per eumdem Dominum nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui tecum, etc. |
An Antifonennou diaraoc a vez lavaret epad ar bloaz da Laudes, d’an Heuriou munut ha da C’housperou ar Verc’hes, exceptet epad an Azvent hac adalec Nedelec betec ar Chandelour ; rac d’ar poenchou-ma e vez lavaret an Antifonennou-all a so ama var lerc’h. Da Laudes ha da C’housperou e quemerrot dious-tu unan eus an Antifonennou-ma araoc ha varlerc’h pep Salm, ha d’an Heuriou munut araoc ha varlerc’h an tri Salm eus a bep Heuriou, o quemeret an Antifonen guenta evit Prim, an eïl Antifonen evit Tierç, an trede evit Sext hac ar bempet evit Non ; rac ar bedervet Antifonen ne vez quet lavaret en Heuriou munut.
1. Antifonen.
DIgacet ê bet an Æl Gabriel betec ar Verc’hes Vari pehini a voa demeset da Joseph. |
1. Ant.
MIssus est Gabriël Angelus ad Mariam Virgi- |