Eus he lesen da Israël. |
Non fecit taliter omni nationi : et judicia sua non manifestavit eis. Gloria Patri, etc. |
Chabistr bian.
ABaoue ar gommançamant hac abars an oll amser oun crouet, ha ne baouesin quen nebeut da veza bepret ar memes, hac em eus great dirac Doue va servij ha va dever en he zemeuranç santel. R/. Doue ra vezo meulet ha trugarequeet. |
Capit. Eccl. 24.
AB initio et ante sæcula creata sum, et usquè ad futurum sæculum non desinam, et in habitatione sanctâ coràm ipso ministravi. R/. Deo gratias. |
Pehini a vez mad da lavaret alies, ispicial da sadorn. Var an ear gallec, Des folies d’Espagnes [sic].
NI ho salud, stereden-vor, Mam Doue,
Guerc’hes bepret, dor eürus an êvou,
Digant an eal ar salud-ma ho poe,
Recevit-en c’hoaz gant hor pedennou.
O cheinj enomp an hano eus a Eva,
Pîni so caus n’hon eus nemet bresel,
En ur peoc’h ferm a speret grit deomp beva
Gant hon oll boan ato bete mervel.
Torrit ive chadennou ar re goupabl,
Ar sclerijen rentit d’ar re so dall ;