Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/378

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358
Gousperou ar Verc’hes.

Pellaït peb droug diouzomp tud miserabl,
Hac obteni peb mad deomp a-hent-all.


Monstra te esse matrem, Sumat per te preces, Qui pro nobis natus, Tulit esse tuus.

Disquezit deomp ez oc’h Mam en hon andret,
Grit ma vezo dreizoc’h recevet mad
Hor pedennou gant nep en deveus prijet
Evidomp-ni beza ganet ho Map.


Virgo singularis, Inter omnes mitis, Nos culpis solutos, Mites fac et castos.

Guerc’hes santel ha pur dreist ar guerc’heset ,
Ha dreist an oll douç hep comparæson,
Diouz hor viçou goude beza dilivret,
Hon rentit douç ha chast e peb fæçon.


Vitam præsta puram, Iter para tutum, Ut videntes Jesum, Semper collætemur.

Grit deomp cundui bepret ur vuez vertuzus,
Preparit deomp un hent sur ha certen ,
Evit ma’z aïmp da velet ho Map Jesus
Ha d’he veuli gueneoc’h da virviquen.


Sit laus Deo Patri, Summo Christo decus, Spiritui Sancto, Tribus honor unus. Amen.

Enor ha gloar ato d’an Tad eternel,
D’he Vap unic Jesus Christ Doue ha Den ;
Ar memes gloar ive d’ar Speret Santel,
Tri ferson en un Doue epquen. Amen.

V/. Diffusa est gratia in labiis tuis.

R/. Proptereà benedixit te Deus in æternum.

V/. Ar c’hraç a so squillet var ho musellou, Guerc’hes.

R/. Abalamour ma en deveus roet Doue deoc’h he venediction eternel.