Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/383

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
363
Complidou ar Verc’hes.
quet ar re a dremeno e-biou ; Doue r’ho pennigo, ni a ro deoc’h hor benediction en hano an Autrou. Enor ha gloar, etc. qui metit : et sinum suum qui manipulos colligit.

Et non dixerunt qui præteribant : benedictio Domini super vos : benedicimus vobis in nomine Domini. Gloria, etc.

Psalm. 129.

O va Doue, ouzoc’h e crian
Eus a vouelet an abimou.

De profundis clamavi ad te, Domine, etc.

Ar rest eus ar Salm-ma a gueffot tu-ma varlerc’h en fin ar seiz Salm.


Psalm. 130.

VA Autrou, va Doue, ar pez a ra d’in caout ur fizianç vras d’en em adressi deoc’h en quement persecution hac en quement poan a erru gueneen, eo ma ouzoc’h erfat ne de quet coenvet va c’halon gant an orgouil, na ne savan qnet va daoulagat a huel gant arroganç na gant disprijanç a zen.

DOmine, non est exaltatum cor meum : neque elati sunt oculi mei.

N’am eus quet querzet gant fouguez, oc’h en em antreteni en sonjesonou a c’hloar hac a c’hrandeur, na n’em eus pretandet caout renq ebet dreist ar pez ma’z oun.

Neque ambulavi in magnis : neque in mirabilibus super me.

Ma n’am eus quet bet a santimanchou humbl, ha mar em eus leset ar superbite da zomina var va speret ;

Si non humiliter sentiebam : sed exaltavi animam meam.

Ez oun contant e teuac’h, va Doue, d’am afflija, evel ma vez afflijet ur c’hrouadur pa vez dizounet gant he vam.

Sicut ablactatus est super matre suâ : ità retributio in animâ meâ.