Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/389

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
Salmou evit Gousperou ar Sul.


evit d’ar fin o recita en creis an deiz ur beden instituet da veza lavaret diouz ar pardaëz, ma ho devezo memor ar gristenien eus ar c’hustum ancien-se ; hac o caout mez ha confusion o velet brema ho sempladurez, ma en em gourajint da ober da viana erfat ar iuniou evel ma ho greer brema, hac a soquen eas da ober en scoaz ar iuniou a reat gueichall pa na zebret neuse nemet ur repas bemdez diouz an nôz, goude Gousperou, hep collation ebet.

An Ofiç eus ar Gousperou a ell represanti deomp ar guenta donediguez eus hor Salver er bed-ma, pa deuas var an douar dre ar myster eus he incarnation, oc’h en em ober den, var dro ar bardaëz eus ar bed, evel a gan an Ilis, Vergente mundi vespere : da lavaret eo, pa e bet deut er bed-ma da un amser ma edo ar bed tostoc’h d’he fin eguet d’he gommançamant. Beza ec’h ellomp eta lavaret hor Gousperou en enor d’an incarnation pe d’an donediguez guenta eus hor Salver er bed-ma ; hac evel ma deus ato pemp Salm da recita en peb seurt Gousperou, ec’h ellomp ho recita ive quer couls en enor d’ar pemp gouli eus hor Salver, pe veus a re e tleomp caout memor en peb occasion pa’z int sourcennou a c’hraç evidomp.

Peguement-bennac ma hon eus troet en brezonnec ar salmou eus ar Gousperou couls hac ar salmou all pere so el levr-ma, en ur fæçon an essa da compren ma ê bet possubl deomp, couscoude mar rancontrit enno certen andrejou pere ne gomprenac’h quet erfat ; adorit Doue neuse oc’h anaout dirazan hoc’h ignoranç, hac oc’h antren er memes santimant gant ar profet pehini en deveus prononcet ar salmou divin-ma dre inspiration ar Speret Santel. Meur a andret anezo hon eus expliquet en ur fæçon spirituel ; rac ma hor bize hi expliquet a c’her er guer oll, ne alfet quet ho entent nac ho c’hompren en nep fæçon.

Goude beza lavaret devotamant ar Pater hac an Ave, grit sin ar groas o prononç ar c’homsou-ma, Deus