Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
Offiç an Hano a Vari.


Hac echuit va conversion,
Pa hoc’h eus-hi d’in inspiret.
C[’]houi ra, va Doue , ma teno profit
Ar re ho car, eus a bep tra;
Rac-se d’hor c’halonou accordit
Ar c’hraç d’ho caret ar muia.
Ha grit n’allo quet beza chenjet
Dre nep seurt tentationou
An desiderou hon eus concevet
Dre hoc’h inspirationou.
Ni er goulen, o Tad eternel !
Dre ho Map Jesus hon roue,
Pehini gant ar Speret Santel
A ren guenoc’h en un Doue.
Evellen bezet grêt.

Oremus.

DEus, qui diligentibus te facis cuncta prodesse, da cordibus nostris inviolabilem tuæ caritatis effectum, ut desideria de tua inspiratione concepta, nullâ possint tentatione mutari. Per Christum Domi-num nostrum.

Amen.


CANTIC PEHINI A GOMPREN

Un abreje eus ar feiz catholic hac eus an doctrin christen, hac a ve profitapl bras he gana, pe da viana he lavaret alies ha particulieramant en Oferen-Bred, endra vezer o cana ar Credo, evit crisqui er galon ar feiz, an esptranç, an doujanç hac ar garantez en andret Doue : Var ton, Selaouit piz guitibunan, pe var an ton gallec, Chretiens, si vous êtes prudents.

DOue en deveus hor c’hrouet
Evit he anaout, he garet,
Hac be servija er bet-mâ,
Da veza en eê eurus gantâ.

P’evit tra ezomp crouet gant Doue.

Evit caout an eurusdet-se
A bado un eternite ,
Teir vertuz principalamant
So necesser absolumant.

Petra so necesser principalamant evit caout an eurusdet eternel.

Ar re-mâ int, lequeomp ivez,
Feiz, esperanç ha carantez:

An teir vertus