Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/390

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
Salmou evit Gousperou ar Sul.


adjutorium, hac ho aller da gana en brezonnec. Var an ton : Considerit piz, o christen.

DEus, in adjutorium meum intende. Domine, ad adjuvandum me festina.

Gloria Patri, et Filio, et Spiritui Sancto.

Sicut erat in principio, et nunc, et semper : et in sæcula sæculorum.

Amen. Alleluia.

Peautramant,

Laus tibi, Domine, rex æternæ gloriæ.

BEzit, va Doue, me ho ped,
Attantif d’am sicour bepret ;
Autrou, plijet gueneoc’h hasta
Dont em izom d’am assista.
Rentomp gloar d’an Tad eternel,
D’ar Map ha d’ar Speret Santel,
A so en un Doue tri ferson,
Meulomp-hi a greis hor c’halon.
Ar memes gloar a ïoa a viscoas
Ha vezo rentet brema c’hoaz,
Hac ato ha da virviquen
D’an Dreindet en un Doue epquen.
Evelse, va Doue, bezet gret,
Ha ra viot trugarequeet,
Meuleudi deoc’h, Autrou santel,
Ha roue a c’hloar eternel.


ar c’henta Salm.

Eus ar Gousperou, en pehini e comser eus ar c’hloar a Jesus~Christ en qualite a roue, a velec hac a varner souveren, penini a exerço he goler var ar re vechant da seiz ar varn. Var an ton diaraoc.

Psalm. 109.

DIxit Dominus Domino meo : Sede à dextris meis.

Donec ponam inimicos tuos : scabellum pedum tuorum.

Virgam virtutis tuæ emittet Dominus ex Sion ; dominare in medio ini-

DOue en deveus lavaret
D’he Vap hon Autrou benniguet,
Azezit en tu-deou d’in-me
Da gaout ar memes gloar guenee.
O c’hortos evit birviquen
Ma liquin hoc’h adversourien
Da servijout deoc’h da scabel
Dindan ho treid, va Map santel.
En Sion eo e tle commanç
Ar voualen eus ho puissanç,