Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/400

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
Salmou evit Gousperou ar Sul.


Coelum cœli Domino : terram autem dedit filiis hominum.

Non mortui laudabunt te, Domine : neque omnes qui descendunt in infernum.

Sed nos qui vivimus benedicimus Domino : ex hoc nunc et usquè in sæculum.

Gloria Patri, etc,

Pîni en deus evit he c’hloar
Crouet an eê hac an douar.
An huela eus an êvou
A so demeuranç d’an Autrou :
Mæs an douar en deus leset
Gant an dud bete fin ar bet.
Ne de quet ar re so maro
Dirazoc’h, Autrou, ho meulo,
Na quennebeut quement hini
A ia d’an ifern da lesqui.
Mæs, ni pere a vev er stad
Eveus ho craç, ho meul erfad ;
Hac ho meulo hiviziquen,
Eus a-vrema da virviquen.
Enor ha gloar, evel diaraoc.

Remerquit ama penaus ar pemp Sal[m]-ma [1] diaraoc a vez lavaret ato er Gousperou commun eus ar Suliou epad ar bloaz. Hoguen eleac’h ar salm diveza (In exitu Israël de Ægypto), e cleffot alies cana er Gousperou da Sul unan eus ar pevar salm all pere a velit lequeet ama varlerc’h, evit ma ellot ho c’haout buanoc’h a-se, da c’housout eo, pa erru ur goel doubl bennac d’ar Sul pe antrônôs.

Ar Salm 115. Credidi, propter quod locutus sum, pehini a ro da enlent penaus, pa vezomp humiliet, tentet hac afflijet, e tleomp caout recours da Zoue o lacat hor fisianç enna epguen, ha non pas en dud pere so infidel ; hac e tleomp he veuli hac he drugarecaat er bed ma dirac ar re-all memes evit rei exempl mad deso, gant esperang da vont d’he veuli c’hoas er bed-hont en he varados, en compagnunes ar re-eürus, goude hor beza dilivret diouz quement a boaniou hac a zanjerou evel a stourm ouzomp er vuez presant.

Var ton Guers ar Gananeen.

CRedidi, propter quod locutus sum : ego autem humiliatus sum nimis.

Ego dixi in exces-

O Va Doue, o cridi enoc’h
Gant fizianç, n’em dilessot quet :
Em eus parlantet o clemm [ou]zoc’h [2]

  1. Moullet : sal-ma.
  2. Moullet : uozoc’h.