Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402
Oræsonou ar Suliou eus an Azvent.


AN ORÆSONOU PROPR
da guement sul a so hed ar bloaz,

Pere a leverrot gant ar celebrant en commançamani an Oferen, ha gant an officiant en fin ar Gousperou goude ar Magnificat, peb-hini anezo d’he Sul propr. Mæs eleac’h Dominus vobiscum e c’hellot lavaret ato abars an oræson, ar verset hac ar respont-ma pehini a velit ama.

V/. Domine, exaudi orationem meam.

R/. Et clamor meus ad te veniat.

V/. Autrou Doue, exaucit va oræson.

R/. Ha grit ma erruo ar c’hri eus va feden betec enoc’h.

Oræson ar Sul quenta eus an Azvent.
Oremus.

EXcila, quæsumus, Domine, potentiam tuam et veni ; ut ab imminentibus peccatorum nostrorum periculis te mereamur protegente eripi, te liberante salvari, qui vivi« et regnas in unitate, etc.

Pedomp.

AUtrou Doue, plijet gueneoc’h excita ho callout da dont davedomp, evit ma veritimp beza dilivret dre ho protection souveren diouz an oll danjerou ma’z omp engajet enno dre hor pec’hejou, ha beza sauveteet guene-c’hu ; c’houi pehini ê hon Redamtor, hac a vev hac a ren ur memes Doue gant an Tad hac ar Speret Santel epad an oll eternite.

Evelse bezet grêt.

Oræson an eil Sul eus an Azvent.

EXcita, Domine, corda nostra ad præparandas Unigeniti tui vias ; ut per ejus adventum purificatis tibi mentibus servire

AUtrou Doue, plijet gueneoc’h excita hor c’halonou da brepari an hent d’ho Map unic, evit, dre ar c’hraç eus he zonediguez, ma veritimp ho servija gant eneou purifiet. Ar pez a c’houlennomp dre ar memes Je-