Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Reglamant a vuez.
CANTIC VAR UR REGLAMANT A VUEZ,

Pehini a so convenapl da peb seurt tud, particulieramant d’ar gommun, evit perseveri da veva en doujanç Doue hag en he garantez. Var ton : Mar credit, christen, grid evid mad.

reglamant evit an deiz

EVit beza en graç Doue bepret,
Eo necesser cundui ur vuez reglet ;
Oc’h implija erfat an oll amser ;
Chetu amâ ar fæçon d’he ober.
Boasit bemdez da sevel mintin-mad,
O vont abret da gousquet diouz ho stad :
Mintin c’houlou d’am c’hlasq nep a savo ,
Eme Zoue, a dra sur am c’havo.
Sonjit en Doue quenta ma tihunit,
Hac ho calon dezan neuse offrit ;
Grit sin ar groas gant an dour benniguet,
Ha sivit pront heb diegui ebet.
Quemerit pres ha modest ho tillad ,
O lavaret un oræson bennac,
Evel ma ve gourc’hemennou Doue,
De profundis ac ar Miserere.
Goude dirac imaj ar crucifi
Hac an imaj eus ar Verc’hes Vari,
En em liquit devot voar ho taoulin
Evit ober ar beden diouz vintin.
Adorit Doue ha trugarecaït-he,
Ha goulennit pardon outan ive ;
Offrit deza ho terves het-a-het,
Ha pedit-he d’hoc’h assista bepret.
Ar pemp gouli ha c’hoas ar seiz gleze
A ve mad deoc’h da saludi neuse,
O lavaret seiz gueich ar Gloria
Gant seiz Pater hac Ave, Maria.
Erfin Credo, Confiteor, Angelus,