Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/455

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
435
Litaniou ar Sacramant.


c’houi pehini a vev hac a ren ur memes Doue gant Doue an Tad hac ar Speret Santel epad an oll eternite.

Evelse bezet grêt;

nobis jugiter sentiamus. Qui vivis et regnas cum Deo Patre in unitate Spiritûs Sancti, Deus, per omnia sæcula sæculorum. Amen.

MEULET RA VEZO JESUS
er sacramant adorabl eus an auter.

Instruction verr evit an Adoration perpetuel eus ar Sacramant divin hac adorabl eus an auter, instituet bet en Leon gant an Escop decvet Herry de Laval er bloaz mil c’huec’h cant seiz hac anter cant, ha renouelet gant an Autrou Ian-Loïs, Escop, er bloaz mil seiz cant hac unnec, hac a so en usaij ivez en Querne hac en escoptiou all.

QUement so eus ar vreuriez an adoration perpetuel eus ar Sacramant an auter, a dle implija un heur peb bloaz, hervez ma vezo assinet dezo, da adori hor Salver, daoust pe dirac ar Sacramant santel, mar d’ê possubl, pe autramant er guear, pe eleac’h all, memes a-het an hent, ma na vez quen commodite, nemet ho devezo an intantion da safisfia d’ho breuriez.

An heur-se a vezo implijet oc’h ober oræson mental pe vocal, da lavaret eo, pidi Doue a speret hepquen, pe autramant a speret hac a c’henou assambles, hervez devotion ha capacite peb-hini.

Beza e c’hallet ive tremen au heur-se gant profit, en ur lavaret var ar greun munut eus a ur rosera pe dri chapelet, an oræsonic a so varlerc’h amâ pehini so queit hac an Ave, Maria, hac en pehini eo comprenet an diou intantion eus ar vreuriez-ma, da c’housout eo, unan evit adori hon Salver er sacramant, hac eben evit obteni diganta ar c’hraç eus an oll gra-