Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/456

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
An Adoration perpetuel.

çou pehini eo ur maro mad. Chetu ama’ta an oræsonic-se a vezo lavaret var bep greunen vian eus a un chapelet.

ME hoc’h ador, o va Salver !
Er Sacramant eus an auter ;
Enoc’h gant feiz ec’h esperan,
C’houi dreist peb tra oll a garan.

Plijet gueneoc’h, o va Jesus,
Evel ma’z oc’h trugarezus,
Rei pardon deomp-ni tud ingrad,
Hac ar c hraç da vervel er-vad. Amen.

Ret ê lavaret ar beden-ma gant attantion, ha muioc’h a galon eguet a c’henou. Hoguen var bep greunen vras a vezo lavaret ar Bater hac an Ave, ha var ar groas ar Gredo en latin pe en brezonec, goude bean grêt sign ar groas ive.

Ar re ne vouezint quet lenn, na disqui dindan êvor an daou goubl oræson-ma diaraoc, allo lavaret d’ho heur ur rosera pe dri chapelet, hac en fin peb Ave, Maria, mar queront, ec’h ajoutin an oræsonic-ma.

Meulet ra viot, va Salver,
Er Sacramant eus an auter.

Plijet gueneoc’h, o va Jesus,
Rei deorap ur maro precius.

Ouspen quement-se, peb-unan a lavaro pemp Pater ha pemp Ave, ar guenta evit an oll eus a vreuriez ar sacramant, pere so en graç Doue, evit obteni dezo ar c’hraç da berseveri ; an eil Pater hac Ave a vezo evit ar re pere so en pec’het marvel, evit obteni dezo ar c’hraç da sortial eus ar stad se ; an drede evit ar re so en articl ar maro ; ar pedervet evit ar re so er purcator ; ar pempet evit ma en em gonvertisso an infidelet, ha ma tistroï ar schismatiquet hac an heretiquet, evit d’ar fin ma teui ar bed oll da anaout ha da adori J.-C. er Sacramant santel eus an auter : ha na vezo quet hepquen perpetuel an adoraition ; mæs ive general en peb