Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/458

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
An Adoration perpetuel.

Ar gouel principal eus ar vreuriez-ma eo ar sul quenta varlerc’h gouel ar Sacramant ; hac eo a propos e communie d’a rsul-se quement hini so er vreuriez, hac ar re ne allint quet ober d’ar sul, a raï da un devez all [en] [1] eizvet ar sacramant.

Certen deveriou a dle da renta d’ar Sacramant adorabl nep so en breuriez an adoration perpetuel.

1. BEp mintin ha bemnos troït etrese un ilis bennac eleac’h ma repos ar sacramant, ha grit ar reveranç deza, en ur lavaret : Meulet ra vezo Jesus er Sacramant adorabl eus an auter

2. Clevit bemdez, mar guillit, an Oferen devotamant ; ha mar d’oc’h tost d’an ilis, grit ur visit goude lein pe var an abardaëz d’ar sacramant adorabl, hac e c’hounezot dre ar visit-se uguent devez a induljançou.

3. Pa dremennot e-biou un ilis eleac’h ma idi ar sacramant, antreit ebars evit he adori, mar hoc’h eus ar commodite, pe da viana saludit-hen a galon en ur dremen e-biou oc’h ober ar reveranç deza, hac e c’hounezot ive uguent devez a induljançou, evel ma ê merquet el levr an adoration.

4. Assista un nebeut amser dirac ar Sacramant pa vez exposet, ha mar d’iit d’he heul gant devotion pa vezo cacet da un den clan, e c’hounezot tregont devez a induljançou, nemet e viot en graç Doue evel a so lavaret diaraoc.

5. Na dremenit quet ur mis hep mont da gofes ha da gommunia, o caout memor penaus, mar lojit brema gant un disposition vad hor Salver enoc’h hoc’h-unan alies, ho lojo ive en he varados unan an deiziou-ma evit un eternite.

Peb-hini en devezo ar sourci da gonservi he villet,

  1. Moullet : ne.