Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/460

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
440
An Adoration perpetuel.

Me hoc’h ador er sacramant august-se, non pas diouz ma her meritit na diouz ma tleften he ober, mæs da viana diouz va gallout ha diouz ma em be c’hoant a greis va c’halon d’he ober gant an oll berfection a ve possubl. Me hoc’h ador, va Salver carantezus, en quement leac’h ma reposit er sacramant divin-se, evit quement hini n’ho deveus quet hoc’h adoret enna biscoaz, evit quement hini n’hoc’h adoront quet brema, hac evit quement hini n’hoc’h adorint biquen, ispicial evit an heretiquet hac ar schi[s]matiquet [1], evit an dud fall hac ar goall gristenien, evit ar blasphematourien, ar sorcerien hac ar magicianet, evit ar Iudevien hac an Durquet, hac evit an oll infidelet pe an idolatret, pere ho suplian, va Jesus, da gonvertissa, evit ma teui ar bed-oll d’hoc’h anaout ha d’hoc’h adori er sacramant santel eus an auter.

Erfin, va Doue, me hoc’h ador enna evit an oll draou crouet pere n’hoc’h enevont quet, couls hac evit ar re hoc’h ene ha n’hoc’h adoront quet, evel ma’z eo an erevent hac an dud daonet ; hac e tesiran en creiz va c’halon ober brema quellies act a feiz, a esperanç hac a garantez en hoc’h andret, va Jesus, ha rei deoc’h quement a venedictionou ha meuleudiou, ha mil gueich c’hoas davantaij, eguet a valedictionou hac a vlasfemou a vomisso ar grouadurien maleürus-se assambles en hoc’h enep epad an oll eternite.

Me a offr deoc’h, va Doue, va Salver, gantan oll respet hac an oll humilite a so possubl d’in, an adoration ma gant an hini a rent deoc’h an ilis militant ha triomphant : hac ho suplian eus va oll nerz, va Redamtor divin, ma plijo gueneoc’h accepti va homaij ha rei d’in ho penediction santel gant ar c’hraç da gundui ur vuez vad ha da gaout ur maro mad ive.

Amen. Evelse bezet grêt.

Meulet ra vezo Jesus er sacramant santel hoc adorabl eus an auter.

Amen.

  1. Moullet : schisma-.