Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/461

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
441
Adoration da galon Jesus.

Un Act a gonsecration pe a ofranç da galon Jesus, composet gant an tad de la Colombière, eus a gompagnunez Jesus, hac a allet da lavaret peb guener quenta eus ar mis goude ar communion ha pa na gommuniet quet ive, ispicial mar bet en breuriez calon Jesus, pe veus a hini e vez grêt ar gouel d’ar guener varlerc’h eizvet ar Sacramant. Ar vreuriez-ma ive am eus expliguet en ul levric brezonec imprimet evit an devotion d’ar galon sacr a Jesus [1].

O Calon sacr eus va Jesus, pehini ne baoues o tevi gant ar garantez evit an dud, peguement bennac na guifit en bo c’halonou remet ienien, nemet ancounec’h ha neglijanç evidoc’h ; c’houi a gar, ha ne d’oc’h quet caret; ne anavezer quet so-quen ho carantez, abalamour na brijet quet receo an donæsonou, pe gant re e fell deoc’h he zisquez. Evit reparation eus a guement a outrajou hac a ingrateriou en hoc’h andret, ô calon agreabl ha carantezus eus va Salver, hac evit miret, en quement ha ma ema em gallout, na gouezen en ur seurt maler, ec’h offran deoc’h va c’halon gant quement mouvamant a sorti anezi ; en em rei a ran deoc’h antieramant, hac a vrema e protestan sinceramant, a soinch d’in, penaus e tesiran en em ancounec’hat va-unan ha quement a ell caout raport gueneen, evit lamet ar pez a all miret ouzin an antre ebarz er galon divin se, pehini boc’h eus ar vadelez da zigueri d’in, hac en pehini e fel d’in antren evit beva ha mervel gant ho servijerien fidela. Dre ar garantez vras am eus ouzoc’h, va Salver, pe a zesiran da gaout da viana, ec’h offran d’ho calon adorabl quement ma’zoun dre ho craç ha quement vad a rin dre ho moyen epad va buez, na quement-se-oll, non-pas hepquen evit enori ho calon sacr, va Jesus, mæs c’hoaz ho suplian da accepti an offranç-se a ran deoc’h hep reserva-

  1. Instruccionou praticou ha pedennou evit an devocion dar galon sacr a Jesus, moullet d'ar wech gentañ e 1715, diouz aotre an escop ; admoullet e 1752 ha war-dro 1785.