Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/478

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
458
Oræsonou ar Suliou varlerc’h ar Pantecost.
et caritatis augmentum ; et ut mereamur assequi quod promittis, fac nos amare quod praecipis. Per. peranç hac ar garantez ; hac evit ma veritimp obteni ar pez a brometit, grit deomp caret ar pez a c’hourc’hemennit. Ni her goulen dre hon Autrou Jesus-Christ.
Oræson ar pevarzecvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

CUstodi, Domine, quæsumus, Ecclesiam tuam propitiatione perpetuâ ; et quia sine te labitur humana mortalitas, tuo semper auxilio et abstranatur a noxiis, et ad salutaria dirigatur. Per.

AUtrou Doue, conservit, ni ho supli, hoc’h Ilis dre un assistanç continuel eus ho trugarez ; hac evel ma’z eo an den quer sempl ma couez bep camet nemedoc’h her soutenne, tennit-en ato dre ho sicour divin dious quement a ell noasout deza, ha douguit-en ato d’ar pez so profitabl d’he silvidiguez. Dre, etc.

Oræson ar pemzecvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

Ecclesiam tuam, Domine, miseratio continuata mundet et muniat, et quia sine te non potest salva consistere, tuo semper munere gubernetur. Per.

AUtrou Doue, purifiit ha creaït hoc’h Ilis dre un drugarez continuel ; hac eguis na ell quet en em souten hepdoc’h, gouarnit-hi ato dre ho craç. Dre verit hon Autrou J.-C. ho map unic, etc.

Evelse bezet grêt.

Oræson ar c’huezecvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

TUa nos, quæsumus, Domine, gratia semper ei præveniat et sequatur, ac bonis operibus jugiter præstet esse intentos. Per.

AUtrou Doue, grit, ni ho supli, ma teui ho craç ato d’hon diarbenn ha d’hon accompagnunecaat, ha ma raï deomp en em applica bepret da ezerci an œuvrou mad. Dre verit hon Autrou, etc.

Oræson ar seitecvet Sul varlerc’h ar Pantecost.

DA, quæsumus, Domine, po-

AUtrou Doue, ni ho ped da reï d’ho pobl ar c’hraç d’en