Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/482

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
462 [1]
Oræsonou ar Suliou varlerc’h ar Pantecost.

COMMEMORATIONOU PE ORÆSONOU

Commun, pe Souffrajou ar Sænt, pere a vez recitet en fin Gousperou d’ar Suliou ordinal eus ar bloaz, varlerc’h an Oræsonou all oll, pa vez lavaret Gousp erou ar Sul ive. Hoguen ar gommemoration guenta-ma eus ar groas ne vez grêt nemet adalec dissul ar C’hasimodo betec an Asçansion pe ar Iaou-Basq.

commemoration eus ar groas.

CRucem sanctam subiit qui infernum confregit, accinctus est potentiâ, surresit die tertiâ. Alleluia.

V/. Dicite in nationibus. Alleluia.

R/. Quia Dominus regnavit à ligno. Alleluia.

ER groas santel eo bet en em soumetet da vervel an hini pehini en deveus brusunet perzier an ifern, hac o veza en em visquet eus he c’hallout, eo bet ressuscitet d’an trede deiz ; Doue ra vezo meulet.

V/. Discleriit a guement nation pobl a so er bed.

R/. Penaus en em deveus hon Autrou etablisset he rouantelez dre ar c’hoat eus ar groas. Meulet ra vezo Doue.

Oremus.

DEus, qui pro nobis Filium tuum crucis patibulum subire voluisti, ut inimici à nobis expelleres potestatem ; concede nobis famulis tuis, ut resurrectionis gratiam consequamur. Per.

Pedomp Doue.

O Va Doue, c’houi pehini hoc’h eus teurvezet en em soumetse ho Map unic da vervel evidomp ouz ar potanç eus ar groas, evit ma hon delivrac’h diouz puissanç hon adversour ; accordit deomp [e]ntrezomp [2] ho servijerien, ma aquisitimp ar c’hraç eus ar resurrection eürus. Dre verit hor memes Autrou J.-C. ho Map quer, etc.

Ar Gommemorationou pe ar Suffrajou-ma varlerc’h ne vezont quet lavaret nemet adalec ei[z]vet [3] ar Sacramant betec an Azvent, hac adalec eizvet ar Rouanez bete dissul ar Bassion, nac epad an amseriou-se memes ne vezont quet lavaret ive d’ar Sul, mar bez grêt

  1. Er skeudenn, didroc’het eo bevenn ar bajenn a-zehou (da lavaret eo, er blegadenn al levr). Klokaet eo bet amañ an destenn diwar embannadurioù all.
  2. Moullet : antr-.
  3. Moullet : eiszvet.