Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/485

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
Commemorationou Commun.
abostol sant Paul eus a vouelet ar mor ivez en pehinl e confontas a ben teir gueich : hon exaucit dre ho madelez, hac accordit deomp dre veritou an eil hac eguile an eur da obteni ar c’hloar eus an eternite. postolum ejus Paulum tertiò naufragantem de profundo pelagi liberavit, exaudi nos propitius et concede ut amborum meritis æternitatis gloriam consequamur.

En andret-ma e reer ive Commemoration eus a batron an escopti. Mar chomit en Querne, e guemerrot Oræson sant Caourintin a so en mis Querzu [ha] [1] goude an Hymn Iste Confessor, tu-ma varlerc’h Gousperou ar Gonfessoret, gant ar V/. Ora pro nobis, etc. hac ar R/. Ut digni efficiamur, etc., pere so eno ive [2].

Commemoration evit ar Peoc’h.

Autrou Doue, plijet gueneoc’h rei deomp ar peoc’h en hon amser , abalamour na deus nicun a guement a gombate evidomp, nemedoc’h-hu pehini ê hon Doue.

V/. Ra vezo great ar peoc’h dre hoc’h autorite.

R/. Ha ra vezo abondanç a bep mad en hoc’h Ilis etouez ar gristenien fidel.

Da pacem, Domine, in diebus nostris, quia non est alius qui pugnet pro nobis, nisi tu Deus noster.

V/. Fiat pax in virtute tuâ.

R/. Et abundantia in turribus tuis.

Pedomp Doue.

O Va Doue, digant pehini e teu an desirou santel, ar gusuliou mad hac an œuvrou just, roït d’ho servijerien ar peoc’h-se pehini ne ell quet ar bed da rei ; evit d’ar fin oc’h applica hor c’halonou da observi ho courc’hemennou santel, hac o veza dilivret diouz peb aon rac hon adversourien, ma vezo pæsibl ba calm

Oremus.

DEus, à quo sancta desideria, recta consilia et justa sunt opera, da servis tuis illam quam mundus dare non potest pacem, ut et corda nostra mandatis tuis dedita, et hostium sublatâ formi-

  1. Moullet : so.
  2. Ne genglot ket an daveoù-mañ gant danvez an embannadurioù moullet adalek kreiz an XVIIIvet kv., ma gaver enno gousperoù propr s. Kaourintin ouzhpennet en diwezh (gant re s. Brieg, Paol, Tugdual h. a.) : gw. paj. 665.