QUi habitat in adjutorio Altissimi : in protectione Dei cœli commorabitur.
Dicet Domino susceptor meus es tu, et refugium meum : Deus meus sperabo in eum.
Quoniam ipse liberavit me de laqueo venantium : et à verbo aspero.
Scapulis suis obumbrabit tibi : et sub pennis ejus sperabis.
Scuto circumdabit te veritas ejus : non timebis à timore nocturno.
A sagittâ volante in die, à negotio perambulante in tenebris : ab incursu et dæmonio meridiano.
Cadent à latere tuo mille, et decem millia à dextris tuis : ad te autem non appropinquabit.
Verumtamen oculis tuis considera
|
NEp a chom dindan an assistanç
Eus ân Autrou an huela,
O lacât ennan he oll fizianç
Hac oc’h he garet dreist peb-tra ;
Dindan he brotection divin
En em reposo fermamant,
Hep aon ebet rac an dud malin,
Na rac nep seurt goall dretamant.
Hardimant deza e lavaro:
Va refuj oc’h ha va Doue,
C’houi en ho craç am diguemero,
Enoc’h-hu ec’h esperin-me ;
Rac c’houi hoc’h eus bet va dilivret,
Ha c’hoaz hep mar am dilivro
Diouz roejou an drouc-speret
Ha diouz peb-tra rust ha c’huero,
Piou-bennac eta en em ro
Da Zoue gant ur fizianç gre,
Etre he zivrec’h ho quemero
En disheol dindan he ascle ;
Hac o coloï gant he ziouasquel,
Evel ur iar he laboucet,
Evit ho tioual ouz ar sparfel
A glasq an eneou bepret.
Ar virionez euz he promessa,
Evel ur bodrier calet,
A lacaï deoc’h d’ho coarantissa
En dro, pa viot attaquet ;
N’ho pezo quet a leac’h da grena
Rac naouspet seurt tentation
A livr Satan d’ar re santela
Noz-deiz en peb occasion.
Meur a hini e vellot couezet
Gant an erouant a bep-tu,
O consanti, siouas ! d’ar pec’het,
|