GOude beza roet ho calon da Zoue pa zihunit, ha grêt sin ar groas gant dour benniguet pa sivit, evel ma viot en em visquet modest, roït un amser ræsonabl da ur beden humbl ha fervant. Ne ouzet quet sonjal hep spont peguen temerer ha peguen dall eo ar gristenien pere, o chom hep pidi Doue diouz ar mintin, en em expos da goueza er maleuriou hac e pec’hejou brassa, pe diouz re ne deus nemet he c’hraç a quement a ell ho freservi : an negliganç-mâ eo ar sourcen maleurus eus ar gorruption hac ar c’holl eus a un infinite a eneou, eme un autour spirituel. Un den pehini n’en em laca quet en poan da renta he hommaj d’he Grouer ha da gaout recours dezan en commançamant en deiz, ha n’en deveus-en quet a leac’h da c’hortos e vezo abandonnet gantâ en he sempladurez ? Pebes maleur brassoc’h eguet hennez ! Grit ato’ta an exerciç-mâ diouz vintin gant un devotion beo hac ardant.
Ar c’henta eus an oll exerciçou spirituel eo ar beden diouz vintin, pehini a dle servijout da breparation general evit tremen erfat an devez. An exerciç-mâ, eme sant Frances da Sales, pehini a dleit da ober abarz sortial eus ho ty, mar guillit, a dle beza grêt gant un devotion fervant, evit dre ar voyen-se ma tennot ar venediction a Zoue var hoc’h oll dervez. Ma n’ho pe quet aviziou a spaç da ober ar pedennou-mâ er guer abars sortial, ec’h allac’h ho ober en ilis. Ha memes a hed an hent, mar ho pe da vont en nep leac’h ; hac evelse n’hoc’h eus excus ebet na illit ober ho pedennou diouz vintin en ur fæçon bennac ; rac Doue a vezo contant pa ho pezo grêt ar pez a ellot. Mæs considerit ato abars commanç ho tevez, penaus ne d’ê roet d’hoc’h nemet evit labourat en ho silvidi-