Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/502

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
482
Complidou epad ar bloaz.

Er fin Complidou, pe autramant er fin Gousperou e leverrot pe Alma Redemptoris ; pe Ave, Regina cœlorum ; pe Regina cœli ; pe Salve, Regina. peb hini anezo d’an amser ma e lequeet ama varlerc’h a-ziouto. Mæs n’ho leverrot quet en fin Gousperou, mar livirit Complidou diouz-tu neuse-souden.


Cantic var Alma Redemptoris, pehini a vez lavaret adalec commançamant an Azvent bete fin ar gouel eus ar Chandelour. Var an ton gallec : Venez, venez, Esprit Saint, dans nos cœurs.

ALma Redemptoris Mater, quæ pervia cœli porta manes, et stella maris, succurre cadenti, surgere qui curat populo, tu quæ genuisti, naturâ mirante, tuum sanctum Genitorem ; Virgo priùs ac posteriùs, Gabriëlis ab ore sumens illud ave, peccatorum miserere.

O Mam santel ha pur d’hon Redamtor,
O dor an êe a chom bepret digor,
O stereden eus a vor ar bed ma,
Ni ho supli, hor selaouit brema.
Deut da sicour nep a zeu da goueza,
Hac en deus c’hoant da sevel en he sa,
C’houi pehini hoc’h eus bet anjandret
Dreist an natur nep en deus ho crouet.
Guerc’hes ato quent ha goude guenel,
Ni ofr deoc’h gant an Æl Gabriel
Ar salud bras, ma viot favorabl
En hon andret pec’herien miserabl.

V/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ.

R/. Et concepit de Spiritu Sancto.

Æl an Autrou da Vari a anonças
E vize Mam d’an hini he c’hrouas,
Ha dre’r vertu eus ar Speret-Santel
E concevas Map an Tad eternel.