Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
Pedennou diouz ar mintin.

guez, penaus e vezo martese an devez diveza eus ho puez, hac e viot surprenet gant ar maro ma na sonjit enni erfad ; ha rac-se sellit ar voyen da ober un dervez mad, o lacat evez na offançot Doue, o sevel alies ho calon varzu-ac-ennan, oc’h offr alies ho labour hac ho poan dezan, oc’h implija erfat hoc’h amser, hac oc’h ober muia hac a hellot a œuvrou-mad epad an deiz.


CANTIC VAR AN ACTOU

Eus ar beden diouz ar mintin, hac a ell servijout ivez evit ar beden diouz an nôs, oc’h ajouti ebarz an examen a gonsianç, pehini a aller da dremen diouz ar mintin. Var ton guers ar Barados, pe guers sant Caourintin.

In nomine Patris, et Filii, et Spiritûs Sancti. Amen.

TAd, Map ha Speret Santel,
Tri ferson en un Doue,
Me a gred enoc’h fidel,
M’hoc’h ador gant feiz gre ;
C’houi eo va c’harantez,
Roït d’in ar perseveranç
D’ho servija bemdez.
[.............anç.] [1]

Actou a adoration, a feiz, a esperanç, a garantez en andret Doue, o c’houlen outan ur berseveranç d’he garet bepret.

C’houi ê hoc’h eus ma c’hrouet,
Conservet ha prenet,
Hac en Ilis recevet,
Pa’z oun bet badezet;
C’houi hoc’h eus d’in preparet
Un tensor a c’hraçou ,
Ha remed ouz peb pec’het
En ho sacramanchou.
Diguenec’h-hu, va Doue,
Eo e teu d’in peb mad,
M’em eus a greis va ene
C’hoant d’ho trugarecat,

Actou evit trugarecat Doue eus he oll mad oberou en hon andret, hac evit offr dezâ an anaoudeguez eus he c’hraçou, ar meritou infinit eus he Vap hor Salver.

  1. Mankout a ra ur werzenn er poz-mañ.