galvet, evit en em santifia eveldo. Erfin da vouel ar benitanteset santel, evel santes Madalen ha Mari Egyptianes, e tleomp en em excita d’ar binijen ha d’an humilite dre ho exempl, ha da ur fizianç vras en Doue o consideri he drugarez en ho andret, hac o laquaat hor poan da drec’hi hor goall inclinationou dre an esperanç penaus en devezo Doue ar memes trugarez en hon andret hon-unan evel en deveus bet en andret ar benitanteset santel-se.
Ar memes salmou a vez lavaret en Gousperou ar sænteset evel a vez lavaret en Gousperou ar Verc’hes sacr, pere a gueffot diaraoc. Goude ar salmou-se, mar d’ê guerc’hes ar santes pe veus a hini e reer ar gouel, e leverrot ar chabistr bian-ma gant an hymn hac an antifonen a velit ama varlerc’h.
Capitulum.
FRatres, qui gloriatur, in Domino glorietur ; non enim qui seipsum commendat, ille probatus est, sed quem Deus commendat. R/. Deo gratias. |
Chabistr bian.
VA breudeur (ha va c’hoareset) nep-piou-bennac en em c’hlorifi, en em c’hlorifiet en Doue hepquen ; rac ne de quet an hini en em veul he-unan eo a so approuvet, mæs an hini a so meulet gant Doue. R/. Graçou da Zoue. |
JEsu, corona Virginum, quem Mater illa concipit, quæ sola Virgo parturit, hæc vota clemens accipe. Qui pascis inter lilia, septus choreis Virginum, Spon- |
O Curunen ar guerc’heset, |