Varlerc’h an Actou-mâ e ve mad saludi ar pemp gouli eus hor Salver hac ar seiz cleze a gueuz eus ar Verc’hes, o lavaret en enor dezo assamblez seiz Pater, seiz Ave ha seiz Gloria Patri, pere a ell servijout er memes amser evit en em acquita en breuriez an Itron Varia Garmes hac ar Merci, pa en ur vreuriez-all bennac ma veac’h engajet enni, hac a c’houlenne an niver mâ eus ar seiz Pater hac Ave bemdez. Goude-se e leverrot ar Credo en brezonec, ar Confiteor, an Angelus Domini ha Litaniou Jesus, mar ho pe amser ; hac e finissot dre ar bedennic-mâ eus an Ilis.
DOminus nos benedicat, et ab omni malo defendat, et ad vitam perducat æternam. Et fidelium animæ misericordiam requiescant pace. Amen. |
AN Autrou Doue r’hor bennigo |
En enor d’ar Verc’hes sacr. Var an ton gallec : Vous brillez seule en ces retraites ; och asten un nebeudic an ton er rouden diveza eus a bep coupl.
DIsquen a reas Arc’hel an Autrou
Bete Mari ur Verc’hes pur meurbet,
Oc’h annonç dezi ar c’helaou
E vize Mam, e vize Mam da Redamtor ar bed.
Mari a respontas gant douçder,
Da Zoue oun servijeres indin ;