Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/540

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
520
Gousperou Goueliou Nedelec.


V/. Verbum caro factum est, alleluia.

R/. Et habitavit in nobis, alleluia.

c’hrêt den, Doue ra vezo meulet.

R/. Hac a so bet chommet en hon touez, Doue ra vezo meulet.

Oræson evit ar Sul dindan eizvet Nedelec.
Oremus.

OMnipotens, sempiterne Deus, dirige actus nostros in beneplacito tuo, ut in nomine dilecti Filii tui mereamur bonis operibus abundare. Per, etc.

VA Doue oll-galloudec hac eternel, plijet gueneoc’h cundui hon actionou herves ar reglen eus ho volontez, evit, en hano ho Map muia caret, ma veritimp ober abondanç a œuvrou mad. Ar pez a c’houlennomp dre verit ar memes J.-C. hon Autrou. Evellen bezet grêt.

Mar guerru ar Sul-ma, pehini eo an diveza eus ar bloaz , tronoz gouel an Inoçantet, e leverrot enna Gousperou Nedelec het-a-het, evel ma int merquet diaraoc, ha goude ar Magnificat e leverrot Oræson sant Thomas, merzer, pehini a ellot da guemeret eus a C’housperou ur merzer ive gant he Recommandation hac he Verset, ha neuse ec’h ajoutot an oll Oræsonou diaraoc eus a zeiz Nedelec, a vouel sant Stephan.

Mar guerru ar memes Sul-ma da vouel sant Gelvestr Pab, pehini so en deiz diveza eus ar bloaz, e leverrot ar Salmou eus a C’housperou Nedelec gant ar Chabistr bian Eccè Sacerdos magnus, an Hymn Iste Confessor, hac an Oræson a so lequeet oll en Gousperou ur sant Confessor, Escop pe Bap, gant ar Verset hac an Antifonen a gueffot eno d’ar Magnificat : ha goude-se a leverrot Oræson ar Sul-ma hac an Oræsonou-all eus an daou ouel diaraoc gant Antifonen ha Verset peb-unan anezo.


AN ORÆSON GANT AN HYMNOU

Propr, pere a lavar hor mam santel an Ilis d’ar goueliou principal a vez a-hed ar bloaz ; hac a ellot da lavaret ive ganti en commançamant an Oferen d’ar