Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/546

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
Oræsonou evit ar Goueliou.

Da vouel sant Mathias, pehini a vez peurvuia er pevare devez varnuguent a vis C’huevreur, e leverrot Gousperou an Ebestel het-a-het gant an Oræson-ma.

Oremus.

DEus, qui beatum Matthiam Apostolorum tuorum collegio sociâsti ; tribue, quæsumus, ut ejus interventione, tuæ circà nos pietatis semper viscera sentiamus. Per Dominum nostrum Jesum-Christum Filium tuum, qui tecum vivit et regnat in unitate Spiritùs Sancti, Deus ; Per omnia sæcula sæculorum. Amen.

Pedomp Doue.

O Va Doue, pehini hoc’h eus quemeret sant Mathias en renq hoc’h Ebestel ; grit, ni ho supli, dre voyen he intercession, ma santimp erfad hoc’h eus ato antraillou a drugarez en hon andret. Dre hon Autrou J.-C., etc.


EN MIS MEURZ.

Da vouel sant Paol, patron a Leon, pehini a so en daouzecvet eus ar mis, e leverrot Gousperou ar Gonfessorel Esqueb, hac an Antifonen a so tu-ma varlerc’h en decvet eus a vis Here [1].

Oremus.

DEus qui hunc præclarum diem sancti Pauli, confessoris tui atque Pontificis, natalitiis consecrâsti ; da, quæsumus, ut ejus intercedentibus meritis à peccatorum nostrorum nexibus, te miserante, mereamur absolvi. Per Dominum, etc.

Pedomp Doue.

O Va Doue, pehini hoc’h eus consacret an deiz santel-ma d’ar solennite eus a vouel sant Paol, ho confessour hac ho pontif ; grit, ni ho supli, dre an intercession eus he veritou, ma veritimp ive beza diliammet diouz hor pec’hejou. Dre hon Autrou , etc.

  1. Lidet e vez d’an deiz-se Treuzlat s. Paol. Hogen n’eus anv ebet eus seurt antifonenn amañ war-lerc’h (gw. p. 549 ha 666).