Ra vezo grêt em c’henver
Hervez m’oc’h eus (bis) annoncet bremâ d’in.
En instant dre ar Speret Santel
E concevas ar Verc’hes benniguet,
Ha grêt bet den ar Verb eternel ;
Etouez an dud (bis) en deveus bet bevet.
Santes Mari, guir Vam da Zoue
Intercedit evidomp, ni ho ped,
Ma hon rento dîn eus he vajeste,
Eus ar graçou(bis) en deveus prometet.
Va Doue, couls ha m’hon eus desquet
Eus ho Map quer an incarnation
Gant an Æl en deus hi annoncet,
Roït d’omp dreizi (bis) ho penediction.
Grit d’omp ar c’hraç t dre he bassion
Ha dre he groas, da veza cunduet
D’ar gloar eus ar resurrection,
Evit ganta (bis) ma vezimp curunet.
Ni er goulen, o Tad eternel !
Dre ar memes Jesus hon Autrou-ni,
Gueneoc’h ha gant ar Speret Santel,
Un Doue epquen (bis) da james enori.
Evellen bezet grét.
Caret a reot an Autrou ho Toue eus hoc’h oll galon, eus hoc’h oll ene, eus hoc’h oll speret hac eus hoc’h nerz. Hema eo ar brassa hac ar c’henta gourc’hemen ; beza ez eus un all henval ouz ar c’henta-mâ ; chetu en amâ : Caret a reot ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. An oll lezen hac an oll brofedet a so comprenet en daou gourc’hemen-mâ, eme hor Salver ; nep ho mir, a vir an oll gourc’hemennou.