Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/555

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
535
Oræsonou evit ar Goueliou.
Oræs. gouel Per ha Paul, Ebest.

O Va Doue, pehini hoc’h eus consacret an devez-ma dre ar verzerirpi eus hoc’h ebestel sant Per ha sant Paul ; grit, ar c’hraç d’hoc h Ilis da heuli en peb tra an instruction hac ar reglen eus ar re ma e deveus recevet dreizo ar gommançamant eus ar religion. Dre hon Autrou Jesus-Christ ho Map unic, pehini a vev hac a rên, etc.

Oremus.

DEus, qui hodiernam diem Apostolorum tuorum Petri et Pauli martyrio consecrâsti ; da Ecclesiæ tuæ eorum in omnibus sequi præceptum, per quos rel[i]gionis [1] sumpsit exordium. Per, etc. Amen.


Evit gouel sant Jacques, er pempet devez varnuguent a C’houere, e leverrot en fin Gousperou an Ebestei an Oræson-ma varlerc’h ar Magnificat.

Oræson gouel sant Jacques.

AUtrou Doue, plijet gueneoc’h beza santificator ha gardien d’ho pobl, evit, dre ar sicour hac an assistanç eus hoc’h Abostol sant Jacques, ma vezimp agreabl deoc’h o regli erfat hor buez, ha ma ho servijimp gant ur speret a beoc’h hac a assuranç. Dre hon Autrou, etc.

Oremus.

ESto Domine, plebi tuæ sanctificator et custos, ut Apostoli tui Jacobi munita præsidiis, et conversatione tibi placeat et securâ mente deserviat. Per.


Evit gouel santes Anna, er c’huec’hvet devez varnuguent a C’houere, e quemerrot Gousperou ar Sænteset, pere ne dint quet guerc’heset, gant an Oræson-ma.

Pedomp Doue.

O Va Doue, gant pehini ez ê bet plijet rei ar c’hraç da santes Anna da veritout beza mam d’an, hini e deveus ganet ho Map unic ; roït deomp ive

Oremus.

DEus, qui beatæ Annæ gratiam conferre dignatus es, ut Genitricis unigeniti Filii tui

  1. Moullet : releg-.