Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/561

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
541
Oræsonou evit ar Goueliou.


hini a vev hac a rên gueneoc’h ha gant ar Speret, etc.
Evelse bezet grêt.
tionis præmia in coelo mereamur. Per eumdem, etc.

INSTRUCTION EVIT GOUEL

Sant Mikeal, Arc’hel, an navet devez varnuguent eus a vis Guengolo.

AN hano-ma (Mikeal) a sinifi (piou so henvel ouz Doue ?), abalamour, pa fallas da Lucifer (pehini oa er gommançamant ar c’haëra Æl) beza henvel ouz Doue ha pignat quen huel hac en, ma resistas outan sant Mikeal o lavaret ar c’homsou-ma (Piou so henvel ouz Doue ?) ; ha neuse souden e oe precipitet Lucifer eus an eê bete gouelet an ifern assambles gant an ælez all he gonsortet, pere a ïoa en em renquet a un tu ganta da gombati ouz an Arc’hel sant Mikeal hac ouz an Ælez mad all, pere ho zrec’has oc’h en em soumeti oll da Zoue gant ho c’habiten sant Mikeal. Dre ar superbite hac an orgouil eta eo en em gollet Lucifer hac he Ælez revoltet, pere so rentet brema diaoulou dre ar pechet-se, eleac’h er c’hontrol ma’z eo em sauveteet sant Mikeal hac an Ælez mad all dre an humilite hac ar soumission, evit rei deomp da entend e vezimp collet ive mar bezomp superb hac arogant, hac e vezimp salvet mar bezomp douç hac humbl e galon evel an Ælez santel.

Peguement bennac ma’z eo galvet ar gouel-ma gouel sant Mikeal, abalamour maz eo ar Prinç eus an Ælez santel, e solennisomp couscoude hino ive gouel an oll Ælez assambles, rac ma aparchantont ouz an Ilis ha ma ho deveus J.-C. evit pen couls hac an dud , ha ma jouissont eus ar memes eürusdet pehini a esperomp-ni da gaout en ho c’hompagnunez. Un interest bras hon eus da veza devot da sant Mikeal, abalamour ma’z eo ar protectour general eus an Ilis caiholic, ha particulieramant eus ar rouan-