Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/563

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
543
Gousperou S. Mikeal hac an Ælez-Gardien.
Hymn evit Gousperou sant Mikeal : var an ton, goude beza communiet, pe Samaritanen.

O Sclerdet ho Tad, va Jesus,
Buez ha nerz hon eneou,
En presanç hoc’h Ælez eürus,
A galon hac a c’henou
E canomp deoc’h meuleudiou ;
Hac e respontomp ivez
An eil coupl ouz ho c’hanticou
Oc’h unissa hor mouez.

TIbi, Christe, splendor Patris vita, virtus cordium, In conspectu Angelorum votis, voce psallimus ; Alternantes concrepando, melos damus vocibus.

Leun a ur respet santel
E veulomp ar soudarded
Eus hoc’h arme celestiel,
An oll Ælez benniguet,
Dreist pep tra an Arc’hel eürus
Sant Mikeal ho c’habiten,
Pîni gant ur nerz vertuzus
A flastr da Satan he ben.

Collaudamus venerantes omnes cœli milites, Sed præcipuè Primatem cœlestis exercitûs Michaëlem in virtute conterentem Zabulum.

Pellaït dre voyen he sicour,
Jesus hon roue deboner,
Quement a fell d’hon adversour
En hon enep da ober ;
Hac o veza gueneoc’h rentet
Pur a gorf hac a ene,
Dre drugarez en hon andret
Grit ma erruimp en eê.

Quo custode, procul pelle, Rex Christe piissime, Omne nefas inimici ; mundos corde et corpore Paradiso redde tuo nos solâ clementiâ.

Gant ur voez leun a veuleudi
Canomp gloar da Zoue an Tad,
Canomp gant ar memes dudi
Gloar da Jesus-Christ he Vap ;
Canomp gloar d’ar Speret-Santel,
Tri ferson en un Doue epquen,
Hac a so ive eternel .
A viscoaz da virviquen. .
Amen

Gloriam Patri melodis personemus vocibus ; Gloriam Christo canamus, gloriam Paracleto, Qui trinus et unus Deus exstat antè sæcula. Amen.

V/. Dirac an Ælez e canin meuleudi deoc’h, va Doue,

V/. In conspectu Angelorum psallam tibi, Deus meus.