R/. Adorabo ad templum sanctum tuum et confitebor nomini tuo. |
R/. En ho templ santel hoc’h adorin, hac e veulin hoc’h hano. |
PRinceps gloriosissime, Michaël Archangele, esto memor nostrî ; hìc et ubiquè semper precare pro nobis Filium Dei, Alleluia, alleluia. |
O Prinç glorius meurbet, sant Mikeal Arc’hel ho pêt memor ac’hanomp, ha pedit Map Doue ato evidomp aman hac en peb leac’h. Doue ra vezo meulet. Doue ra vezo meulet ba trugarequeet. |
Oremus.
DEus, qui miro ordine Angelorum ministeria hominumque dispensas ; concede propitius, ut a quibus tib[i] [1] ministrantibus in cœlo semper assistitur, ab his in terrâ vita nostra muniatur. Per. etc. |
Pedomp Doue.
MA Doue, c’houi pehini gant un urz admirabl a regl ho implij hac ho servij d’an Ælez ha d’an dud, accordit deomp dre ho trugarez ar c’hraç ma teui ho servijerien an Ælez, pere a so bepret oc’h assista dirazoc’h en eê, d’hon proteji ha d’hon preservi endra vezimp en buez var an douar. Quement-se a c’houlennomp ouzoc’h, etc. |
Instruction evit an oll Ælez, parliculieramant evit an Ælez-Gardien, a so ho gouel an eil deiz a viz Here.
BEza e c’hellomp consideri daou dra en Ælez santel : ar pez ma’z int dirac Doue, hac ar pez ma’z int en hon andret. Bez ez eus ur gantite vras a Ælez, hac int partajet en nao c’heur. Ar re guenta hac ar re huela eo ar Cherubinet, an eil re eo ar Seraphinet, an trede re eo an Tronet, ar pevare re eo ar Principautet, ar pempet re eo ar Puissançou, ar c’huec’hvet re eo an Dominationou, ar seizvet re eo
- ↑ Moullet : tibe.