douar, a so tout memprou eus an Ilis guirion. Galvet int oll d’an eürusdet eternel. An teir Ilis-ma ne reont nemet unan dindan ar memes pen Jesus-Christ. An Ilis a so var an douar a zeu d’en em gouraji da veritout ar memes eürusdet, oc’h en em rejouissa deiz gouel an oll-Sænt, abalamour ma jouis ar Sænt dija eus an eürusdet-se, hac e fell dezi he frocuri ive d’an Ilis a so er purgator, dre ar pedennou pere a ra antronos evit an eneou a so arretet eno er poaniou.
Intantion an Ilis eo’ta ma pedemp Doue tronos gouel an oll-Sænt evit an oll eneou eus ar purcator en general, ha ma reservemp da zeiziou all hor pedennou particulier evit hor c’herent hac hor mignonet pere so maro ; rac an deiz-ma so destinet d’ar pedennou general-se evit an Anaon, evel ma’z eo destinet an deiz diaguent da celebri ar gouel eus an oll-Sænt en general, ha non pas eus a ur sant epquen en particulier. Ha rac-se evit en em gonformi a speret an Ilis, e tleit pedi da vouel an Anaon, non pas epquen evit ho quereni hac ho mignonet, mæs evit an oll Anaon en general. Dre ar pedennou-se ec’h ententomp ive ar sacrifiç divin eus an Oferen, pehini eo an excellanta peden ; hac ec’h aller ouzpen soulaji an Anaon eus ar purgator dre ar iun, an alusen hac an œuvrou mad all a rer evito, daoust pe seurt œuvrou mad all e c’hallent beza.
Evit gouel sant Martin Escop ha confessor, en unnecvet devez eus ar mis Du, e quemerrot Gousperou ar Confessoret Pontif, gant an Oræson-ma varlerc’h.
Pedomp Doue.
O Va Doue, c’houi pehini a vel penaus ne ouffemp quet subsista dre hor vertuz hon unan, grit dre ho madelez ma vezimp goarantisset, dre voyen an intercession a sant Martin ho |
Oremus.
Deus, qui conspicis quia ex nullâ nostrâ virtute subsistimus, concede propitius, ut intercessione beati |