nemeur en poultr hac en ludu. Ha n’edo eguis leaz caoulet oun me bet furmet guenec’h-hu en cof va man, elec’h ma hoc’h eus caledet a nebeudou evel fourmaij ? Goude-se hoc’h eus eno va guisquet a groc’hen hac a guic, ha rentet ferm va c’horf gant esquern ha nervennou. Erfin hoc’h eus roet d’in ar vuez, hac exercet ho trugarez em andret, ha dre ar sourci hoc’h eus ato ac’hanon, hoc’h eus conservet va ene. | ceris me, et in pulverem reduces me. Nonne sicut lac mulsisti me, et sicut caseum me coagulâsti ? Pelle et carnibus vestisti me, ossibus et nervis compegisti me. Vitam et misericordiam tribuisti mihi, et visitatio tua custodivit spiritum meum. |
R/. Autrou Doue, pa’z eot da varn ar bed-ma, peleac’h ez in-me da guzet ouz ar goler eus ho pisaij ? * Abalamour ma em eus grêt quement a bec’hejou em buez. V/. Spont am eus rac ar c’hrimou pere am eus coumetet, ha gant ar vez e ruzian en ho presanç : pa’z eot eta d’hor barn, me ho supli n’am c’hondaounit quet ; * Abalamour ma em eus grêt quement a bec’hejou em buez. |
R/. Domine, quandò veneris judicare terram, ubi me abscondam à vultu iræ tuæ ? * Quia peccavi nimis in vitâ meâ. V/. Commissa mea pavesco, et antè te erubesco, dum veneris judicare, noli me condemnare. * Quia, etc. |
V/. Roït ar repos eternel d’an anaon : ha grit ma vellint ar sclerijen perpetuel eus hoch eürusdet. * Allas ! peguement a bec’hejou am eus grêt em buez. |
V/. Requiem æternam dona eis, Domine ; et lux perpetua luceat eis. * Quia, etc. |
Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/593
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
573
Ofiç an Anaon.