Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/61

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
Oræsonouigou evit pep occasion.


sonou mad hac affectionou santel, evel a so amâ varlerc’h an oræsonouigou devot, etc.


CANTIC VAR DIOU PE DEIR ORÆSON

Devot, da lavaret quent ha goude al labour, hac epad al labour quercouls, evit he santifia hac he offr da Zoue. Var an ton, Bried Isel, Mam ar Sænt.

Oræson abarz al labour.

C’Houi hoc’h eus, va Doue, crouet var an douar
An den da labourat enni evit ho cloar,
Hac hoc’h eus punisset he bec’het, oc’h ordren
Na zebro he vara nemet diouz he c’huesen.
Rac-se d’ho c’hourc’hemenn evit oboissa,
Ha deoc’h eus va fec’het evit satisfia,
Me ia da labourat diouz va c’hondition,
Roït eta d’am labour ho penediction.
E vean e labourren, nemet evidoc’h ve,
Ha ma na labourac’h c’houi hoc’h-unan guenê ;
Me offr deoc’h va labour, reglit-en, va Salver,
Couls ha ma esperanç e viot va saler.
Roït d’in, me ho supli, va Aotrou, ho furnez ;
Guenê ma labouro, ha ma chôme ivez,
Na bermetit nepret e teuen da goll couraij,
O renta servij deoc’h em poan hac em ouvraij.
Na bermetit jamæs e ven ive trec’het
Gant ur c’hoant da c’honit hac e ve direglet,
Nac em be ouz re-all nep seurt ambition,
Nac eus va oberianç nep seurt presomption.
Va Doue, roït an nerz d’am c’horf ha d’am speret,
Evel so requis d’in, d’ho servija bepret,
Ha grit ma labourin, en hevelep fæçon
Ma teui ho carantez da grisqui em c’halon.
En ur c’hounit va boêt, gant ar memes trevel,
Grir d’in gounit ouspen ar vuez eternel,
Evit ma ellit mont, va Doue, da repos,
Goude va oll labour, gueneoc’h d’ho parados. Amen.