anaon ; ha grit ma velint ar sclerijen perpetuel eus ho cloar. * Eleac’h ma, etc.
Ar respont all ma so varlerc’h ne vez lavaret nemet da vouel an Anaon, d’an enterramant ha d’an Ofiç bras eus an nep a so decedet.
R/. Libera me, Domine, de morte æternâ in die illâ tremendâ, quandò cœli movendi sunt et terra, * Dùm veneris judicare sæculum per ignem. V/. Tremens factus sum ego, et timeo, dùm discussio venerit atque ventura ira ; * Quandò cœli movendi sunt et terra. V/. Dies illa, dies iræ, calamitatis et miseriæ, dies magna et amara valdè * Dùm. V/. Requiem æternam dona eis, Domine, et lux perpetua luceat eis. R/. Libera me, etc., betec ar V/. |
R/. Autrou Doue, ma dilivrit diouz ar maro eternel en deiz terrubl-se, pa deui an eê hac an douar da grena ; * Pa zeuot da varn ar bed dre an tân. V/. Deut oun va-unan da grena, hac em eus aon o c’hortos ma teui an examen rigolius-se, ha ma erruo an deiz a goler. * Pa deui an eê hac an douar da grena. V/. An deiz-se a vezo sur un devez a goler, ha drubuill hac a valer, un devez bras ha rust meurbet, * Pa zeuot da varn ar bed dre an tân. V/. Roït, va Doue, ar repos eternel d’an anaon ; ha grit ma velint ar sclerijen perpetuel eus ho cloar. R/. Autrou Doue, ma dilivrit diouz ar maro eternel en deiz terrubl-se ; * Pa deui an eê hac an douar da grena, pa zeuot da varn ar bed dre an tân. |
Ant. Exultabunt Domino. |
Antif. Goude ma vezin ressuscitet. |
Miserere meî etc. |
Ho pêt truez ouzin, va Doue. |
Ar Salm-ma eo ar pevare eus ar seiz Salm, hac a gueffot en fin el levr-ma, etouez ar seiz Salm ive ;