Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/627

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
607
Pedennou profitabl.

zo douguet va c’horf d’ar bez, ma vezo douguet ive va ene gant an Ælez d’ar barados, eleac’h ma illin ho caret hac ho meuli ganto epad an eternite. Amen.


ORÆSON DA J.-C. CRUCIFIET,

Oc’h agonisa hac o vervel, evit obteni un agoni eürus hac ur maro santel. An Oræson-ma a ve mad da lavaret dirac un den en he amser diveza.

VA Salver benniguet J.-C. crucifiet, me ho supli dre ar garantez infinit hoc’h eus evit silvidiguez ar bec’herien paour, dre ho passion galet hac hoc’h agoni truezus, dre hoc’h oll goad pehini hoc’h eus squillet evidomp, dre ar recommandation a resoc’h eus hoc’h ene santel da Zoue ho tad, dre an diveza cri a resoc’h abarz mervel, dre a[r] [1] sachaden diveza pehini a resoc’h o tremen, ha dre ar maro pehini oe an accomplissamant eus hon redamtion ; ma plijo gueneoc’h caout truez ouzin brema hac en amser va fassion, pa vezin em agoni, ha receo va ene ivez etre ho taouarn hac etre an divrec’h eus ho trugarez en heur va maro. Amen.


ORÆSON UNIVERSEL.
Evit goulen digant Doue quement a apparchant ouz hor silvidiguez.

VA Doue, me a gred enoc’h, mæs creaït va feiz ; me a esper enoc’h, mæs assurit va esperanç ; me ho car, mæs cresguit va c’harantez ; regreti a ran va fec’hejou, mæs augmanti va regred. Me hoc’h ador evel ma c’henta princip, me ho tesir evel va diveza fin, me ho trugareca evel va mad-oberour perpetuel, me hoc’h invoq evit ma diffennêr souveren. Va Doue, plijet gueneoc’h ma regli dre ho furnez, ma gouarn dre ho justiç, ma c’honsoli dre ho trugarez ha ma froteji dre ho puissanç. Consacri a ran deoc’h va sonjesonou, va c’homsou, va actionou ha va souffrançou evit pelloc’h ma sonjin enoc’h,

  1. Moullet : a.