Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
##
Oræsonouigou evit peb occasion.

Maro ha passion galet.
Dre veritou ho pemp gouli
Roït deomp ar c’hraç, me ho supli,
D’en em dennâ eus hor pec’het,
Ha pell dioutan da dec’het. Am.

 

Va Doue, ho pêt truez ouzin,
Dre veritou ho Map divin,
Ha roït ar c’hraç d’in da dec’het,
Gant guell evez diouz ar pec’het.

Pa hor bez offancet Doue hon-unan.

Va Doue, disposit ac’hanon,
Deoc’h e resinan va c’halon,
Evit beza contant bepret
A guement a reot em andret.

Evit en em resina da volontez Doue.

Oll sænt hac oll ælez eürus,
Pedit evidon va Jesus,
Ma rin bepret gant carantez
Diouz ho exempl he volontez.

Evit en em recomandi d’ar sænt en peb izom.

Action a ofranç, a adoration, a feiz, a esperanç a garantez hac a gontrition , comprenet oll en ur pos, hac a merit bras ho ober alies, ispicial pa vezer clan.

Va Doue, deoc’h en em offran,
Gant ur feiz cre hoc’h adoran !
Me esper en hoc’h, me ho car,
D’am pec’hejou em eus glac’har.
Amen.

 

Pa na oun quet, o va Salver !
Petra am eus bremâ da ober ?
Var ar guella va inspirit,
Ma rin ar pez a zesirit. Amen.

Pa vezer en douetanç hac en dificulte.

Dilivrit eus ar purcator
An oll anaon, va Redemptor,
Ma’z aïnt d’ho meuli en repos
Ha d’ho quelet er barados. Am.

Oræson pa son cloc'h an anaon.

Ma divisquit, o va Autrou !
Diouz an den coz hac he œuvrou,
Diouzan orgouil, an avariç,

Pa en em divisquer da vont da repos.