AR bec’herien pere a gompren erfat peguement a leac’h ho deveus da gaout aon rac jujamanchou Doue, ha peguen indîn int da veza exaucet ganta, pa c’houlennont pardon outan eus ho c’hrimou, ha dle clasq intercessouret, pere o veza agreabl dirac he zremm, a dle obteni dezo digant he drugarez ar pardon-se : chetu p’evit tra e laca hor mam santel an Ilis litaniou an oll sænt varlerc’h ar seiz salm a binijen, evit ma teui ar bec’herien penitant d’en em adressi d’ar sænt eürus, oc’h ho suplia da intercedi evito dirac Doue. Chetu ama penaus e coms sant Gregor var ar sujet-se.
« Liquit ho poan, emezan, da ober eus ar sænt quement a batronet hac a alvocadet en affer bras pehini hoc’h eus da regli gant ar barner souveren : angajit-hi da guemeret ho caus en deiz terrubl-se ma aparissot diraza. Certenamant ma ho pe ur proces eus ar vrassa consecanç, pehini a dleffe beza decidet varc’hoaz gant ur barner puissant, e veac’h hed an deiz hirio en sourci hac en poan ; ne espernac’h dilijanç ebet evit caout ur re bennac hac a elle sollicita evidoc’h ; ha ma caffac’h unan hac a ve propr evit quement-se, e teuac’h en quement fæçon so d’he bressi da renta deoc’h ar servij mad-se. Hoguen tostaat a ra an deiz ma tle hon Autrou J.-C. hor barn en compagnunez ar sperejou eürus gant ur vajeste an derrupla ; cousgoude omp neglijant da ober intercessouret eus ar sænt pere a guemere neuse hor c’haus da bledi evidomp : hac ar pez a rent hon neglijanç condaounaploc’h eo ma ra deomp ar sænt anezo ho-unan ofr d’hor sicour, ha ne c’hortoont quen tra digueneomp evit quement-se, nemet ma her goulennomp outo a fæçon vad, hac ho-unan ez int, eguis pa