Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/653

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
633
Litaniou an oll Sænt.

» lavaren, ar re guenta oc’h hor clasq, evit ma ho clasquemp hon-unan d’hon tro. »

Invocomp-hi eta gant ur fizianç pehini a responto d’ar vadelez ho deveus evidomp, pa’z eo question deomp da glasq ar voyen da ober peoc’h ouz Doue, o caout aon rac he justiç er guel eus hor pec’hejou. N’en em gontantomp quet da goms outan hon-unan, pedomp ive ar gompagnunez infinit-se eus an oll sænt da goms outan evidomp, evit ma teui ar moueziou anezo unisset assambles en hor faveur, da vouga ar vouez eus hor c’hrimou, pere a gri venjang en hon enep, ha ma accordo Doue deomp, eme sant Augustin, an tri donæson ma, pere a so quen necesser d’ar bec’herien, da c’houzout eo, an intellijanç evit en em varn eus hor pec’hejou, ar volontez evit tec’het diouto, hac ar c’hraç eus ar pardon evit ma vezo neteet hon ene diouto.

AUtrou, ho pêt truez ouzomp.

Jesus-Christ, ho pêt truez ouzomp.

Autrou, ho pêt truez ouzomp

Jesus-Christ, hor selaouit.

Jesus Christ, hon exaucit.

Tad celestiel pehini so Doue, ho pezet truez ouzomp.

Map pehini eo Redamtor ar bed hac a so Doue, ho pêt truez ouzomp.

Speret-Santel pehini so Doue ho pezet truez ouzomp.

Dreindet sacr, pehini so un Doue hepquen, ho pêt truez etc.

Santes Mari, pedit evidomp.

Mam santel da Zoue, pedit.

Guerc’hes santel an oll guerc’heset, pedit evidomp.

Sant Mikeal, pedit evidomp.

Sant Gabriel, pedit evidomp.

KYrie, eleïson.

Christe, eleïson.

Kyrie, eleïson.

Christe, audi nos.

Christe, exaudi nos.

Pater de cœlis, Deus, miserere nobis.

Fili redemptor mundi, Deus, miser.

Spiritus Sancte, Deus, miserere.

Sancta Trinitas unus Deus, miserere.

Sancta Maria, ora pro nobis.

Sancta Dei Genitrix, ora pro nob.

Sancta Virgo virginum, ora pro n.

Sancte Michaël, ora.

Sancte Gabriël, ora.