Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
Oræsonouigou evit peb occasion.
 

Diouz al luxur ha peb maliç.
Ma guisquit a humilite,
A vodesti, a chastete,
 fermete, a drugarez,
A zouçder hac a garantez. Am.

Oræson pa zeer er guele.

Va c’horf a ielo da c’hourvez
Unan an deziou-man er bez ;
Grit, va Doue, ma’z aï neuse
Da repos en hoc’h va ene.
Endra vezo va c’horf cousquet,
Ra veillo va c’halon bepret
Varzu ac en hoc’h, va Salver,
Dre garanlez en ho quever. Am.

In manus tuas Domine, commendo spiritum meum.

Redemisti me, Domine, Deus veritatis.

Oræson abars cousguet.

Etre ho taouarn, va Doue,
Me a recommand va ene,
Gueneoc’h oun prenet, va Jesus,
Dre’r pris ho coad precius.

Maria, mater gratiæ, mater misericordiaæ, tu nos ab hoste protege, et horâ mortis suscipe.

Guerc’hes Vari,mam a druez,
Mam a c’hrag hac a drugarez,
Diouz an adversour hor mirit,
Hac er maro hon recevit.

Gloria tibi,Domine, qui natus es de Virgine, cum Patre et Sancto Spiritu in sempiterna sæcula. Amen.

Dec’hu, hon Autrou benniguet,
So gant ur Verc’hes bet ganet,
D’ho Tad ha d’ar Speret-Santel,
Ra vezo ur c’hloar eternel.
Evellen bezet grêt.

Requiem æternam dona eis, Domine ; et lux perpetua luceat eis.

Requieseant in pace. Amen.

Oræson pa zihuner en nôz.

Roït ar reposvan eternel,
Va Doue, d*an anaon hdel,
Ha cacit-hi d’ar sclerijen
Evit ho quelet da viquen.