Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/665

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
645
Pedennou al Litaniou.


var ar re veo hac ar re varo, hac a ra trugarez en andret quement hini a ouzoc’h erfad a dle beza deoc’h dre ar feiz ha dre an euvrou-mad, ni ho supli humblamant da veza trugaresus en andret ar re ma hon eus intantion d’ho pidi evito, pe hi so c’hoaz en ho c’horf mortel er vuez presant, pe hi so dija divisquet eus ho c’horf er vuez all ; ha ma plijo gneneoc’h dre ho compassion ha dre an intercession eus hoc’h oll sænt, accordi dezo ar pardon eus ho oll bec’hejou. Dre hon Autrou J.-C. ho map unic, pehini a vev hac a ren ur memes Doue gueneoc’h ha gant ar Speret Santel eus a viscoaz da virviquen. Evellen, etc. naris simul et mortuorum, omniumque misereris quos tuos fide et opere futuros esse prænoscis ; te supplices exoramus, ut pro quibus effundere preces decrevimus, quosque vel præsens sæculum adhùc in carne retinet, vel futurum jam exutos corpore suscepit, intercedentibus omnibus sanctis tuis, pietatis tuæ clementiâ, omnium delictorum, suorum veniam consequantur. Per, etc.

V/. Ra blijo gant an Autrou oll galloudec ha trugaresus hon exauci.

R/. Evelse bezet.græt.

V/. Ha ra reposo an anaon fidel en peoc’h dre an drugarez a Zoue.

R/. Evelse bezet græt.

V/. Exaudiat nos omnipotens et misericors Dominus.

R/. Amen.

V/. Et fidelium animæ per misericordiam Dei requiescant in pace.

R/. Amen.


AVERTISSAMANT.

Eleac’h ma’z eo expliquet certen termeniou p’eus a re en em servijer en Obsecro, hac en oræson-all da bidi ar Verc’hes sacr mam da Zoue, ha pe gant disposition e tleer he enori hac he fidi evit beza exaucct ha sicouret ganti.

SOnjet em eus a raën plijadur d’ar re so devot d’ar Verc’hes o lacaaf ama en brezonnec sclear couls hac